Winsor McCay

Winsor McCay
Emboltred (1906)

Stil Bannoù-treset Arz Nevez

Ganedigezh 26 a viz Gwengolo 1871[1]
Spring Lake (Michigan)
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Marv 26 a viz Gouhere 1934
Brooklyn (New York)
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet

Broadelezh stadunanat

Micher pennañ Senarioour, tresour
Micherioù arall Filmaozour

Oberennoù pennañ
Little Nemo in Slumberland
Dream of the Rarebit Fiend
Gertie the Dinosaur

Zenas Winsor McCay (1871-1934) a oa un aozer bannoù-treset hag ur filmaozour amerikan.

Brudet eo en abeg d'e bennoberenn, ar bannoù-treset Little Nemo in Slumberland ("Nemo Vihan e bro ar Morgousk"), a dresas eus 1905 betek 1914 hag eus 1924 betek 1926.
A-bouez ivez e voe e dresadennoù-bev Gertie the Dinosaur, bet aozet gantañ e 1914.
Abalamour da vellad ur gevrat e sinas "Silas" e vannoù-treset anvet Dream of the Rarebit Fiend, a reas eus 1904 betek tro-dro da 1925.

En e vugaleaj dija e oa Winsor McCay un tresour donezonet-dreist, a laboure kalz ha buan. Evit kregiñ gant ar vicher e reas skritelloù hag e labouras evit kazetennoù ha kelaouennoù adalek 1898.
E 1903 e voe gopret gant ar gazetenn New York Herald, a embannas ar bannoù-treset Little Sammy Sneeze ("Streviadenn Sammy Vihan") ha ''Dream of the Rarebit Fiend ("Hunvre paotr ar Welsh rarebit")[2]
E 1905 e voulc'has e bennoberenn, Little Nemo e Slumberland, ur stirad bannoù-treset e doare an Arz Nevez.

Winsor McCay a ouezas degas kemmoù en doare da aozañ bannoù-treset, pa reas gant diarselloù her evit diskouez savadurioù ha kêrioù. Skeudvarrenniñ a rae e dresadennoù a-benn reiñ bos dezho, hag o livañ en un doare dispar.

Remziadoù tresourion a voe levezonet gant e labour, a chomas digevezerezh betek filmoù hir Walt Disney er bloavezhioù 1930. Meur a dro-vicher bet ijinet gantañ evit blivañ skeudennoù zo deuet da vezañ reol diwezhatoc'h.

Ur filmaozour e voe Winsor McCay ; dek film tresadennoù-bev a genderc'has etre 1911 ha 1921, en o zouez The Sinking of the Lusitania ("Peñse al Lusitania") a voe hirañ film blivet e amzer e 1918.

  1. Diasur eo an deiziad.
  2. Ur meuz kembreat eo ar Welsh rarebit, pe Welsh rabbit

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search